Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples
An diskelaouiñ e Breizh
gant Fañch Kerrain
N’eus ket keit-se c’hoazh e veze kalz a zisfiz ouzh ar re a veze dedennet gant ar brezhoneg hag ar c’hultur breizhat. Un nebeud bloavezhioù war-lerc’h ar brezel, e veze sellet a-dreuz ouzh kement soner ha talabarder a oa e-barzh ar vro. Gant an amzer, evel just, ez eo aet war goazhañ ar vrud fall a veze taolet warno. Koulskoude, un dra bennak a van c’hoazh er speredoù, ha gwech ha gwechall e klever unan bennak, zoken tud yaouank a-walc’h, oc’h ober anv eus «ar Vreizhataved ». N’eus ket pell’zo em boa klevet ur plac’h yaouank o tistagañ ouzh ur mignon din hag a oa o studiañ ar brezhoneg : « Ha te ivez a zo ur Breizh-Atav » !
Pezh a zo sur, tamm ha tamm, bep ma pellaer diouzh marevezh ar brezel, e paouezer gant seurt diskanoù, hag e vez doujet kalz muioc’h d’hon c’hultur e pep keñver.
Met un dra a ranker gouzout : seurt gwallvrudoù a dalvez aour evit ar Stad. Pouezus-kenañ eo dezhi treiñ ha distreiñ ar speredoù, o merat evel ma kar. Setu perak he deus ijinet teknikoù ma ra implij anezho gwech an amzer. An teknikoù-se a zo anvet « teknikoù an diskelaouiñ ». C’hoant am eus bet da gomz diwar o fenn. Klasket em eus termeniñ ar ger ha kinnig d’al lennerion un nebeud skouerioù.
la suite à lire dans l'édition papier
Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.
Revue bimestrielle