Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples
Graet ar “buzz" gant an Drouiz Ker Roc'h e bro-Dreger, Kumuniezh ar c'humunioù Lambal o postañ 45 000 € evit klask mezeged, parrez Gwiglann o klask sachañ evezh evit ma teufe d'en em staliañ ur mezeg nevez arc'hantaet gant an annezidi ! Ur mezeg en Oriant o vont war e leve ha ne gav ket a eiler, e Landudeg an ti-kêr da sevel ur filmig evit ar rouedad-internet... Kemenadennoù war “Le bon-coin” pe war lec'hienn TF1 (206 galv evit Bro C'hall a bezh). Tu vefe da kenderc'hel ha deuet eo da vezañ truezus stad ar vedesinerezh hollegour e Breizh, met ivez gant medesinerezhioù ispisialiset e lec'hioù zo : ginekologiezh, lagadouriezh pe mabouriezh da skouer.
An diaesamant pennañ eo hini niver an hollegourien a zezvad frank (médecine libre) ha da heul o zasparzh war ar vro a-bezh (Kreiz-Breizh, kêrioù bihan pe etre). O niver a zo aet war goac'haat hag an traoù a yelo war washaat er bloavezhioù o tont : meur a vezeg o vont war o leve ( 25% eus an hollegourien o deus ouzhpenn 60 bloaz), ul lodenn o tilezel ar vro, mezeged yaouank o nac'h mont gant ar vicher evel m'emañ bremañ...
gant Francoise Le Barasec'h
La suite à lire dans l'édition papier
Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.
Revue bimestrielle