Les Actualités ...

Istor diechu an trevadenniñ Kanaki gant ar c'hallaoued par Envel Antraoù

Publiée le 26 novembre 2018

Istor diechu an trevadenniñ Kanaki gant ar c'hallaoued

Penaos gouennlazhañ dre erlec'hiañ ar boblañs henvroat.

Daoust d'ar pezh a vez embannet gant ar gouarnamant gall goude referendum miz Du 2018 eo diskleriet sklaer ez eus eus Kanaked , eus o Broad, eus o youl da vezañ emren ... e Miz Mae 2015 e voe embannet dirak poellgorr ditrevadenniñ an ONU gant Roch Wanytan, prezidant ar ganaked er C'hoñgres ar C'haledonia Nevez : "Ent-demokratelez e c'heller gwelout irrikou ur stad , Bro C'hall, o klask mirout he renkoù en ur ober neuz-vat dirak ar c'humuniezh etrevroadel "

Istor hir un trevadenniñ dre boblañ

D'an 24 a viz Gwengolo 1853 e tisklerias Auguste Febvrier Despointes, isamiral ha penn-gomandant morlu Bro C'hall e Meurvor Habask, en anv Napoleon III , dont da berc'henn war enezenn Kaledonia Nevez. D'an 29 a viz Gwengolo e voe tro Enez ar Pin. Ar pal pennañ e oa kreskiñ plas an arme gall e Meurvor Habask a-dal d'ar pennholierezh Bro Saoz. N'eo tamm ebet evit kaout un "trevadenn kastizañ, pe "toull-bac'h" evit dilec'hiañ galeourien, forbaned pe enebourien politikel en diavaez Bro C'hall, met e gwrionez eo an enebiezh etre an div vro o klask mestroniañ ar bed a zo penn abeg eus an trevadenniñ e Meurvor Habask. Ar Vro C'hall a oa he fal diskouez he galloud, he c'hreñvded, dreist-holl dre an trac'hantañ trevadennel. Dont a reas eta Bro c'hall perc'henn war inizi Markizez ha Tahiti e 1842, Kaledonia Nevez da c'houde evel Wallis ha Futuna ...

Adalek ar penn kentañ e voe dibabet un trevadenniñ dre bobladur da lavarout kemmañ ar boblañs orin ( ar re zu ) gant tud deuet eus Bro C'hall ( ar re wenn) . Ar C'haledonia Nevez , hervez diskleriadurioù pe prezegennoù ofisiel, a oa gouestlet da vezañ un doare Australia bihan gant an disoc'h c'harv evit ar Ganaked par da hini an Aborigened. Raktres trevadenniñ Maximilien de Las Cazas e 1855 a zo sklaer ken n'eo: "Dav eo deomp digeriñ frank dorioù an enbroañ en ur lakaat da grediñ e kaver aour e-leiz, kement-mañ evit ma vefe sachet war hor trevadenn nevez Meurvor Habask lod eus a ya da glask fortun e douaroù saoz tramor.. Lod oute a vo plaouiet! sell aze un afer, n'ez er ket da drevadenniñ gant kurusted!

Digoret e voe ar galeoù e 1864 gant ar menoz digas tud gwenn en enezenn. Ken pell ma oa eus Bro C'hall ne oa nemet nebeut a dud oc'h enbroañ dioute o-unan. Sanset e oa an enezenn-balc'h da reizhañ ar galeourien dre al labour. Evit kaout tachennoù labour e voe diberc'hennet an henvroidi, disvountet ha serret er tachennoù kloz zo, renet dindan al lezennoù anvet " Kod ar genvroadelez" hag a bado betek 1946: Difennet eo oute kuitaat o "gwarezva" , n'int nemet sujidi gante gwir keodedour ebet, .. Ur c'hanak ne c'hell dont e-maez eus e " warezva" nemet evit paeañ tailhoù pe evit labourioù rediet e profit an trevadennerien pe ar rannvro ( lezennoù ar 6 a viz Mae 1871 ha 6 a viz Meurzh 1876). An "Aferioù kenvroadelezhet" a veze meret gant an archedi.

Ar gouennlazhañ a zo efedus! Pa oa da neubeutañ 100 000 kanak e 1800 ne chome oute nemet 35 000 bennaket e 1900..( hervez an Unesco) . Etre 1880 ha 1920 e tremener eus 40 000 kanak da 27 000 oute ( hervez enklaskerien all) . Dav e vo gortoz ar bloavezhioù 1930 evit ma vefe eilpennet un tamm bihan an traoù. En niveridigezh c'hall e voe kontet 28 800 melanesian e 1936...

Daoust da niver ar galeourien hag an enbroidi nevez emgavet e chom niver ar re wenn dindan hini ar ganaked. E 1901 e oa 14 200 gall evit 27 100 kanak . Gant gounit ar nikel e vo ezhomm muioc'h-mui a vicherourien hag e vo pourchaset tud nevez, prest da labourat evit marc'had-mat tre, eus Asia, eus Europa pe c'hoazh eus inizi Tahiti... An deiz hirie e weler c'hoazh an diseurtegezh kenenel-se en enezenn.

"Plantañ gwenn"

Ne chomo ket pobl Ganak gouzañvat , hep ober mann ebet, a-dal d'ar gwaskerezh, d'ar mac'homerezh, pe feulster an trevadennerien. Stourmet e vo gante e meur a zoare: Nac'h mont da vicherour er meingleuzioù nikel, nac'h bezañ kristenaat, en ur virout o yezhoù ...O sevel emsavadegoù amañ hag ahont. Etre 1853 hag emsavadeg bras 1878 e vo kontet 25 emsavadeg armet a-enep d'an trevadennerien. Kudenn an douar , e berc'henniezh, a zo pennabeg eus pep emsavadeg ; Ne chom gante nemet 10% eus douar-labour an enezenn, ar peurrest gant an trevadennerien!

Ar stourm dizingal ouzh un arme gant fuzuilhoù, kanolioù, soudarded harnez mat a redias ar veuriadoù d 'en em unaniñ: Evel en trevadennoù all e voe boulc'het gant un argerzh a emskiant broadel. E 1878 an emsavadeg a badas 10 miz gant 200 soudard gall lac'het ha 1200 kanak jahinet. Ar moustrerezh a voe taer , garv ha didrugar: Keriadennoù hag eostoù entanet, fuzuilhadegoù prizonidi, hangasadegoù ... Ataï , pennstourner en emsavadeg a voe dibennet , hag e benn kaset da Bariz e mirdi an dudouriezh e 1879. ( rentet eo bet d'ar Ganaked e 2014 ). Un adc'hopr a vije paet da bep soudard gant ma vefe degaset gantañ an div skouarn eus pep emsaver lazhet ... Met dre ma vije kaset gante skouarnoù merc'hed ha bugale e voe divizet da c'houde adc'hoprañ en ur zegas penn troc'het ar c'hanak !!

Gant ar moustrerezh e vo ivez hag adarre dilemmet douaroù digant ar ganakiz. An ofiser gall Henri Laurent Rivière ( ur straed d'e anv en Oriant!!!) a voe e penn ar moustrerezh. Skrivañ a reas: " ar gouarnour a faot dezhañ e vefe divroet ar ganakiz a vefe graet trugarez da leuskel o buhez dezho betek enezenn ar Pin pe inizi ar Belep en hanter-noz. Diouzh an tu kement-mañ a diouenne an henvroidi ha war an dro e vije gounezet douaroù bras ha strujus." En holl eo ouzhpenn 1500 kanak hag a voe hangaset , lod betek inizi Tahiti.

E 1917 e voe un emsavadeg meur all, Noel ha Bouarate da bennstourmerien. Ouzhpenn an abegoù ordinal e oa ivez an taol-mañ hini non pas mont d 'ar brezel e Bro c'hall. Ar moustrerezh a voe ken taer, ken c'harv hag e 1878. Adc'hoproù evit lazhañ kanaked aet war uhelaat 20 lur gall evit ur prizionad, 25 lur evit ur melanezian marv !

Emzalc'h Bro C'hall, hini e renerien kenkoulz hag hini ar bolitikourien gall ne gemm e mod ebet. Derc'hel da enbroañ tud gwenn. An emzalc'h -mañ a zo bepred , d 'an deiz hirie , ar memes hini.

E 1963, gounezet o dizalc'hiezh vroadel gant broioù ar Magreb e faote da Vro c'hall kas da Galedonia Nevez 10 000 "treid-du". Ne vo a-benn ar fin nemet 2600 oute oc'h en em staliañ er Ganaki. E 1970 e embanne Roger Laroque maer trevadenner Noumea e oa ret derc'hel da "blantañ gwenn".

E 1972 e voe tro Pierre Messmer kentañ ministr Bro c'hall da vezañ sklaer ha sklaeroc'h c'hoazh: Ar C'haledonia Nevez, trevadenn a boblañ, a zo sur-awalc'h er bed a-bezh, diwezhañ takak trovanel ne vefe ket dizalc'h, e lec'h ez eus tu d'ur vro diorreet enbroañ e riezaded (...) Ne c'hell bezañ lakaet diaes Bro C'hall nemet gant arc'hadurioù broadel ar boblañs engenidik (...) Dre un enbroañ yoc'hek gant gallaoued pe tud eus an DOM e vo tu pareañ d'an dañjer-mañ (...) A-hir-dermenn ne vo tu tremen e-biou d'an arc'hadurioù broadel ar boblañs enginidik nemet ma vez ar c'humuniezhioù-poblañs eus diavaez Meurvor Habask muianiverel. Anat eo ne vo efed ebet war niver ar poblañs ma ne vez ket enbroet en un doare riezhiadel gant merc'hed ha bugale... ( lizher Pierre Messmer da Sekretourva stadel evit an DOM-TOM).

E 1956, 51,1% eus poblañs Ar C'haledonia Nevez a oa Kanak , e 1969 ne oant ken nemet 46% hag e 1983, 42,4% . Etre 2000 ha 2004 e vo enbroet e Kaledonia Nevez 14000 gall! Gant an niveridigezh e 2014 e vez priziet mat an trevadenn dre boblañ : Ar ganaked a zo deuet da vezañ bihanniverel en o bro : 39% eus ar boblañs . Met dizingal kaer an traoù: An inizi Loyaute 94% eus ar boblañs a zo kanak , e rannvro an Norzh 70% a zo kanak padal tro tro da Noumea n'int ken nemet 26% .

Da Heul

 


Voir toutes les actualités



Suivez nous sur Facebook

Retrouvez nous sur facebookSuivez-Nous sur la page Facebook de l'Avenir de la Bretagne et invitez vos amis.

Cliquez ici

Partagez cette page

Partagez cette page par mail ou sur les sur les réseaux sociaux et faites découvrir l'Avenir de la Bretagne

L'Avenir de la Bretagne

Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.

 

Revue bimestrielle

  

Abonnez-vous - Contactez-Nous

 
- Mentions Légales - Flux RSS - Site web réalisé par PDS