Les Actualités ...

Istor diechu an trevadenniñ Kanaki gant ar c'hallaoued gant Envel Antraoù - Heul ha fin

Publiée le 19 décembre 2018

 

"Digor eo Chase ar c'hanak"

Ar Stad c'hall hag an trevadennerien, tapet berr, a zibab mont gant ar feulster. Tu a oa lenn war mogerioù Noumea luganioù evel " Colon prend ton fusil " pe "Caldoche aux armes" .. hag d'ar 5 a viz Du 1984 e voe lazhadeg Hienghene: 10 kanak drouklazhet en o zouez daou vreur da Jean Mari Tjibaou. An torfedourien a vo didamallet e 1986! "Digor eo chase ar c'hanak " eme Jean-Marie Tjibaou !

Ha ne ra nemet kregiñ : Evit ar gouarnamant gall, evit trevedennerien zo eo dav enulliñ, lazhañ, penn-renerien an dizalc'hourien. D'an 12 a viz Genver 1985 e vo lazhet Eloi Machoro ha Marsel Nonnaro gant ar Gign hag ur c'homando trevadennerien . ( e 1986, e lez-varn an asizoù en departamant An Aisne, e vo embannet gant un archer a oa eno, e oa dre urzh a oa bet drouklazhet Eloi Marchoro hag e vignon).

Evit ar wech kentañ abaoe Brezel an Aljeria e vo staliet ur stad a zifrae hag ar c'heulfe, hag ar gazetenn c'hall Liberation da embann d'an 8 a viz Mae 1985 " Les Caldoches traquent les Kanaks": Razhadegoù( ratonnades), drouklazhoù, tanioù-gwall tiez kanaked, balc'hadennoù...

E 1986 e teu en-dro an tu dehou e penn d'ar Stad C'hall hag hemañ da glask sioulaat an traoù. Kinniget e vo raktres Pons e 1986 o kinnig un doare referendum evit 1987.. Galvet e vo d'ar Boykot ur wech c'hoazh gant an FLNKS peogwir e vez nac'het anavezout ar bobl Ganak . Respont ar stad c'hall a voe sklaer: mont gant an talañ-arme hag e voe kaset da Galedonia Nevez 8000 soudard ( unan evit 7 melanesian) archerien, harzlammerien, crssed...

Etre 1984 ha 1988 e voe graet berzh gant an FLNKS en etrevroadel . Soutennet eo bremañ gant luskad ar broioù di-steudet; An ONU da embann ar gwir da Ganaki da vezañ emren ha dizalc'h.

Brezel an Aljeria e bihan

Dismegañset gant Bro C'hall met anavezet gant an ONU ne oa ket tu enebiñ ouzh an arme gall staliet ha niverus war o enezenn e vo dibabet stourm ingal ha dizehan dre stourmadennoù arouezel. Ar stourm evit an dizalc'hidigezh a yeas ivez, evel forzh peseurt stourm dieubiñ broadel e vefe , war du an etrevroadel. Istor lazhadeg mougev Ouvea e miz Ebrel 1988 a zo da vezañ priziet diwar an elfennoù-mañ: ur strourm arouezel evit boykot an dilennadegoù aet da lazhadeg trevadennel gant skoazell an arme gall.

D'an 22 a viz Ebrel e voe aloubet archedi Ouvea gant broadelourien Kanak. An tenn fuzuilh kentañ a voe gant un ofiser gall eus ar "garde civile" hag a lazhas ur stourmer kanak. Diwar neuze er fuzuilhadeg e voe lazhet pevar archer gall ... ( ha n'eo ket dre gontell evel ma voe embannet gant Jacques Chirac er radio an deiz-se!) . 16 archer a voe graet prizoniad ha skoachet er mougevioù Ouvea.

Kerkent e voe lusket ur gwezhiad milourel " Victor" da anv: 270 soudarded kaset war blas, nac'h e vo kevraouet un emglev, nac'het an hanterourien, jahinet evit gouzout e pelec'h e oa ar c'huzhadenn, ...

19 kanak a vo lazhet ha daou soudard gall ivez, ar re gloazet a vo jahinet , ur c'hanak fuzuilhet e tro-kein... Ministr gall an armeoù, Jean Pierre Chevenement, a vo rediet da embann, en ur c'hinañ, "...e oa bet oberennoù hinienell zo kontrol da lezennoù ar brezel met ne oa ket awalc'h evit saotrañ enor an arme gall ".

"Trec'h-arme" an trevadennour gall e Ouvea a guzh e gwirionez ur faezhidigezh bolitikel. An FLNKS a gendalc'h gant e luganioù a dizac'houriezh, gant e strategiezh a stourm darsavel, amañ hag ahont. War an dachenn etrevroadel , e vo kunujennet Bro c'hall : ar Vroioù tro-dro, Samoa, Papoua Ginea-Nevez, Fidji ... a c'houlenn e vefe un enklask etrevroadel hag a vo savet gant an ONU .

D'an 8 a Viz Mae 1988 e voe obidoù ar stroumerien kanak lazhet e Ouvea ha Jean Marie Tjibaoù a gemeras ar gaoz:

"Gant Lazhadeg kriz Ouvea e vo kreñvaet c'hoazh mennerezh ar bobl Ganak. An arc'hadurioù evit dizalc'hiezh Kanaki tremeno dreist d'an 8 a viz Mae. An Aotroù Poñs a zo e touesk bezierien pobl Ganak. Spi a zo ganin e vo ambrouget bep noz betek e varv gant damskeud merzherien Ouvea. Da viken e vo daonet. Pediñ a ran evit ma yafe d'an ifern."

Serret e vez bepred an hentoù, ar geriadennoù, kendalc'h a ra ar chouanerezh darsavel . Bro C'hall, an trevadennerien, ar soudarded a ya d'ar poent-se gant ar reolataat (normalisation) par da hini gouzañvet gant Pobl Aljerian : Evezhaat monedone ar ganaked, furchadegoù er geriadennoù, "rastelladennoù", "atersadurioù kreñvaat" ( jahinerezh), preizhadegoù.. D'an 23 a viz Mae 1988 e voe drouklazhet ur c'hanak yaouank, Albert Poatyé e anv, gant ar "beredoù ruz" deuet da aloubin meuriad Paola e Pwei.

Bec'h war ar stad C'hall eus tu an etrevroadel kenkoulz hag war an enezenn, e voe rediet da glask sioulaat an traoù. Ar galdoched ivez, a fell dezho gounit amzer , ar pal gante a oa kaout ur strollad kanak a-enep an dizalc'hiezh.

Emglevioù Matignon : Ar pal "enframmañ" evit "mougañ"

D'ar 26 a viz Mezheven 1988 e voe sinet ur emglev kenetre an FLNKS , an enepdizac'hourien eus ar RPCR ( rassemblement pour la Caledonie dans la republique) hag ar Stad C'hall. Sañset int da grouiñ amveziadoù evit ur referendum diwar an emrenerezh a-benn 1998. An FLNKS a zo anavezet evit bezañ derc'houezour ar ganaked hag e vo krouet ter rannvro, div oute renet gant an dizalc'hourien goude dilennadegoù 1989.

Evit meur a strollad kanak e chom an emglev luziet: Mann ebet diwar-benn ar brizonidi politikel, ken nebeut all diwar goulennoù evit diouzhtu ar bobl ganak, met dreist-holl e vez kaset da re bell en amzer termen darevezh an dizalc'hiezh. Goude tri miz a dabut e vo sinet an emglev gant an FLNKS d'an 11 a viz Gwengolo 1988, met hep ar strollad FUKL( Talbenn Unvan Dieubiñ Kanaki) o terc'hel da lakaat en araok an dizalc'hiezh vroadel.

Ar c'hemperzh nevez a voe chalus awalc'h, pa ne oa houlek ( goulennoù diwar tro-kein an emglev, isemglev-kuzh..) ha d'ar 5 a viz Mae 1989 e voe lazhet Jean Marie Tjibabou ha Yeiwene Yeiwene gant ur stourmer eus Ouvea Djubelli Wea...Hemañ a gave dezhañ e oa bet gwerzhet pa ne vefe trubardet stourm evit an dizalc'hiezh.

E-kerz kendalc'h an FLNKS e 1990 ha da c'houde e 1991 e vo embannet an disfiziañs ouzh emglevioù Matignon, en ur embannet n'int nemet brizh-emglevioù da c'hortoz...

Pal sklaer ar Stad C'hall a zo gounit amzer, leuskel an traoù da vreinañ, adtapout ar galloud tamm ha tamm en ur gemmañ al lugañ a zizalc'hiezh da " gwirioù ar pobloù henginidik", rannañ ar strolladoù kenetreze, hag eo gwir e vo komzet gant lod eus an FLNKS muioc'h-mui eus gwirioù ar pobloù henginidik eget eus dizalc'hiezh adalek an emglevioù Matignon... War an dro e klask ar Stad C'hall d'en em ingaliñ gant ar vroioù tro-dro d'an enezenn. Digarezioù ofisiel ha da heul un digoll a 7 milion dollard goude afer ar Rainbow Warrior kaset d'ar strad gant servijoù kuzh Bro C'hall e Zeland Nevez e 1986, Paouezet gant an taolioù aesa nukleel e Polinezia e 1996. Lobiing en ONU evit ma ne vefe komzet ken eus dizalc'hiezh ar bobl ganak met eus emrenerezh ur rann-vro...

Emglevioù nevez Noumea

E 1998, goude dek bloaz a emglevioù gant ar stad C'hall e voe poent muzuliañ ha priziañ an "araokadennoù". Trec'h a voe ar Stad C'hall gant e strategiezh rannañ : Reiñ bod da lod er frammoù stadel nevez, ar re mañ o vont gant an trefoedajoù politikel, .. E pep dilennadeg adalek 1989 e vo disemglev kenetre ar strollad kanak, ar sindikad broadelour USTKE a yelo kuit eus an FLNKS e 1989 en abeg d'ur mont-a-dreuz politikel!

"Ebarzhiñ evit Mougañ" a voe pal ar c'hallaoued hag an trevadennourien hag a semblante bezañ tizhet. Kendalc'h a ra ar stad C'hall gant he folitikerezh a boblañ ha dont a ra pobl ganak bihanniverel da vat en he bro. War an dachenn ekonomikel ha sokial ne voe adkempouezadenn ebet.. Gwasoc'h marteze. Rannet eo an enezenn e div lodenn: trevadennerien pinvikik tro-dro da Noumea hag ar Ganaked rediet da chom pell oute, da vezañ evel arlezaded.

 

E miz Mae 1998 e voe sinet un emglev nevez . Pal an trevadennerien hag ar Stad C'hall a zo bepred ar meme hini gounit amzer, evit ne vefe ket ken komzet eus dizalc'hiezh met kentoc'h eus un doare gwirioù an dud henginidik. Eus tu ar ganakiz e faot dezho e vefe anavezet ez ofisiel ez eus eus ar Bobl Ganak, ne vefe kaset tud ken e Kaledonia nemet evit votiñ evit Bro C'hall, hag e vefe diskleriet sklaer ha fraez e vo votadegoù evit an dizalc'hiezh. Da eil renk an emglev e vez adveneget adarre eo ret reiñ en-dro an douaroù laeret d'ar ganaked, eo ret mat reiñ en-dro gwirioù ha galoudoù meret eus Pariz pe Noumea da Ganaki, eo ret da Galedonia Nevez kaout arouezioù o terc'hel kont eus ar ganaked ( anv , banniel, kan broadel, arouezioù war ar bilhiji-bank, ..). Skrivet e vo an emglev en un doare luziet, forc'hellek ha daouduek, un doare all da enebiñ ouzh an dizalc'hourien, kement hag e vo gwiraourien oc'h embann tra hag lod all ar c'hontrol !

Ugent vloaz goude emglevioù Noumea, an RIN ( Unvaniezh an Dizalc'hourien hag ar Vroadelourien) o vodañ an "Unvaniezh Galedonian", an "Dynamik Unitaire Sud" ha "Unvaniezh ar sindikadel al labourien hag ar gorvoidi" , da embann: "Al loden vrasañ eus ar stignadelloù n int ket bet kaset da benn, na zoken lakaet e pleustr, abalamour d'an travadennerien, d'an doare luziet ha daouduek an emglev, o leuskel war an dro ar Stad C'hall da gouleviañ diouzh e interestoù. Ar pal "adkempouezañ" el labourioù publik pe prevez, en deskadurezh, er yec'hed, er stummañ..n'eo ket bet tizhet, pell ac'hane. War an dachenn ekonomikel araokadenn ebet, kenderc'hel a ra ar Stad C'hall gant un ekonomiezh trevadennourel, diazezet diwar amzalc'h ouzh ar vro-benn, ouzh Pariz. An deiz hirie an digevatalder kevredigezhel a zo gwasoc'h eget biken evit ar ganaked. An identelezh Ganak n'eo ket anavezet er frammoù stadel. An enbroañ broudet gant ar stad c'hall en deus graet e vezomp bihannirevek en hor bro... Diwar an holl titouroù-mañ e embann kreñv an RIN eo ur c'hwitadenn, ul louzenn emglevioù Noumea!"

E 2016, e vo nac'het enskivañ 25 000 kanak war listenn an dilennadegoù ..Goude manifestadegoù ne vo aotret nemet 7000 oute da vont da votiñ...

C'hwec'h miz araok ar referemdum ec'h embanne Louis Kotra Uregei, prezidant ar Strollad Labourour: Evidomp-ni, keit e vo nac'het bezoud pobl Ganak ne c'hell ket bezañ ar referendum hini an emsavelañ... An trevadennerien a vo trec'h peogwir ez int nivesuroc'h, peogwir e vez nac'het da ganaked zo mont da votiñ. N'ouzon ket penaos envel ar votadeg met n 'eo ket ur votadeg evit an emsavelañ!

Gounezet eo bet ar referendum gant an trevadennourien, evit brasañ plijadur ar prezidant Macron hag ar bolitikouiren gall eus forzh peseurt tu e vefent ar re-mañ o vont gant poeñsadennoù doare " destin commun" pe "le vivre ensemble" ... Ne bado ket ... Ar Yaouankiz Kanak a zo en em sevel, ar pezh a zo ur souezh evit ar ganaked oc'h-unan. An trevadennour a zo deuet e Kaledonia Nevez evit an arc'hant aes hag e yelo kuit en-dro kerkent ha ma vo diaes ha diaesoc'h an traoù war an dachenn ekonomikel ...Ar ganaked a chomo en o bro, hag e teuio o deiz !

Ur gentel evidomp ni Bretoned! Ar gouennlazhañ dre boblañ n'eo ket digoulzet amañ kenneubet !

 


Voir toutes les actualités



Suivez nous sur Facebook

Retrouvez nous sur facebookSuivez-Nous sur la page Facebook de l'Avenir de la Bretagne et invitez vos amis.

Cliquez ici

Partagez cette page

Partagez cette page par mail ou sur les sur les réseaux sociaux et faites découvrir l'Avenir de la Bretagne

L'Avenir de la Bretagne

Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.

 

Revue bimestrielle

  

Abonnez-vous - Contactez-Nous

 
- Mentions Légales - Flux RSS - Site web réalisé par PDS