Les Actualités ...

Aet eo Herri Gourmelen da Anaon

Publiée le 21 novembre 2020

Aet  eo  Herri  Gourmelen  da  Anaon

Unan eus ar re vrudetañ renerion an Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB), adalek ar bloavezhioù 60 eus ar c'hantved tremenet, ar Malouad Herri Gourmelen, a zo aet da Anaon, d'an oad a 77 bloaz.

Herri Gourmelen

Skeudenn 7seizh.info

Bet ganet en Argol, e ledenez Kraozon, ez emouestl en emsav evit Breizh d'e c'hwezek vloaz. Hag eñ brezhoneger, e teuio da vout kelenner war an alamaneg goude studioù e Kemper, Brest ha Roazhon, el lec'h ma dapo e gCapes-Agreg war ar yezh-se. Ur wezh ha staliet e Sant Maloù, asambles gant e wreg Anne, er bloavezhioù 70, e voe dilennet er C'huzul-Kêr e-pad 25 bloaz.

Dalc'het em eus soñj, p'hon eus labouret a-gevret, da vare dilennadegoù Rannvro 1992, pa oamp e penn al listennoù "Breizh, ur bobl en Europa", eñ evit Aodoù-an-Arvor ha me evit Il-ha-Gwilun (ar wezh nemeti ma voe unanet an Emsav : POBL hag UDB, a-gevret gant Emgann ha Frankiz Breizh er stourm evit ar Vro), dalc'het 'm eus koun neuze eus un den reizh ha youlek, a c'helle bout reut a-wezhioù pa veze keloù eus e gealioù politikel eus an tu kleiz hag araogour. Ur Breizhad penn-kil-ha-troad avat, leal d'e vennozhioù, speredek ha pennek, n'en doa biskoazh diskroget diouzh e youl da zifenn e vro Breizh a-enep d'ar jakobinelezh kreizennour-se, hennezh hag a anaveze mat kevreadelezh Alamagn. Stourm a reas dizehan er C'huzul Rannvro (B4), adalek 2004 betek 2015 a-gevret gant ar re C'hlas.

Kenavo Herri, Breizhat kalet ha keneil kalonek.

Kas a ra Skipailh-kelaouiñ Dazont Breizh, e c'hourc'hemennoù a gengañv d'e wreg Anne ha d'e vugale Lena hag Erwan.

Yann Duchet


Voir toutes les actualités



Suivez nous sur Facebook

Retrouvez nous sur facebookSuivez-Nous sur la page Facebook de l'Avenir de la Bretagne et invitez vos amis.

Cliquez ici

Partagez cette page

Partagez cette page par mail ou sur les sur les réseaux sociaux et faites découvrir l'Avenir de la Bretagne

L'Avenir de la Bretagne

Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.

 

Revue bimestrielle

  

Abonnez-vous - Contactez-Nous

 
- Mentions Légales - Flux RSS - Site web réalisé par PDS